Saotradur zo war ma bro

An deiz all e oan bet da glevout trouz e Landerne. Gant Thiéfaine — marteze e tlefen skrivout « an daou Dhiéfaine ? » 😉 — Robert Plant ha re all, e oan sur e vefe mad an nozvezh. Ha gwir eo e oa mad-tre ar c’honsertoù, gouzout a ra ar sonerien o micher.

War un tu all, siwazh, eo ar renkadur ur gwall zoare da foutañ goap eus an dud. Kaset e vezont a-stroll evel dañvad da dachenn ar Palud Bihan, hag arabat eo distreiñ ma’z aer kuit. Stronk ez eus e pep lec’h war ar straedoù hag al letonennoù, paperioù boued, boutailhoù ha bouestoù-evaj, bernoù a gement tra a gas an dud ganto da abadennoù eus ar seurt-se. Gwerzhañ a ra tud « produioù » war an tu-mañ, staotañ a ra en Elorn war an tu-se, drailhañ a ra brankoù ur wezenn war un tu all, blejal a ra an holl war gement tu. Kalz re nebeut a brivezhioù zo, kalz re nebeut a boubelennoù ivez. Droukskouerius eo pa vez ker-ruz ar bilhed, 47,30 € gant ur plas war an dachenn gampi.

Continuer la lecture de Saotradur zo war ma bro

Skeud ho roudoù

Ma’z eus un dra bennak er bed-mañ ken brav hag ur bladenn Nolwenn Korbell ha disheñvel-mik ouzh ur bladenn Nolwenn Korbell, ur bladenn Nolwenn Korbell all an hini eo. Er wech-mañ he deus enrollet trizek kanaouenn, dek e brezhoneg, div e saozneg hag unan e galleg. Savet he deus al lodenn vrasañ anazho, met kavout a reer ivez pozioù skrivet gant Xavier Grall (Amour Kerne), Anjela Duval (Piv ?), Dimitri Broe (If), un Iwerzhonad o vevañ e Douarnenez, ha spered Emily Dickinson e kalon Simple.

skeud

Continuer la lecture de Skeud ho roudoù

Ul liorzh vurzhudus

Unnek kanaouenn nevez — hag un ton all gant e vouezh — en-deus enrollet Denez evit e bladenn nevez. Er wech-mañ ne gaver ket kan hengounel ebet, met chomet eo ar stumm — pe, kentoc’h, an daou stumm : ar gwerz hag ar c’han-ha-diskan. Klevet eo bet al lodenn vrasañ anezho e konsertoù, hag enrollet eo bet an albom war al leurenn, gant an holl sonerien a-gevret, met hep selaouerien.

Pladenn « ul liorzh vurzhudus » sinet gant Denez evit Olivier

Continuer la lecture de Ul liorzh vurzhudus

Ai ’ta, pik bzh !

logo Pik Bzh

Abaoe pell zo e felle d’ar Vretoned kaout o astenn war ar Rouedad. Gant reolennoù nevez an ICANN eo kevredigezh Pik Bzh deuet a-benn da grouiñ an astenn nevez-se, ha bremañ eo anv domani al lec’hienn-mañ peres.bzh !

Hiziv ez eus un nebeud lec’hiennoù a ra gant .bzh dija, da skouer : An Tour Tan, kêr Gwened, Bagad Bro Felger. Er bed keltiek ez eus ivez bro Gembre, gant astenn .cymru, bro Skos, gant astenn .scot, ha bro Galis, gant astenn .gal.

Krouet e vo astennoù all evit rannvroioù bro Frañs : .alsace, .aquitaine ha .corsica. Hag all, moarvat…

Tri topologique d’un DAG en SQL : une histoire d’expression de table commune

J’ai récemment eu besoin de trier des objets enregistrés dans une base SQL. Chaque objet dépend d’un certain nombre d’autres objets (éventuellement zéro). Comme les dépendances cycliques sont interdites, la clôture transitive de la relation de dépendance forme un graphe orienté acyclique (DAG). Problème : je dois écrire un bout de code qui lance une action sur chaque objet, mais pour qu’elle réussisse sur un objet A, elle doit d’abord avoir été effectuée sur tous les objets dont A dépend.
Continuer la lecture de Tri topologique d’un DAG en SQL : une histoire d’expression de table commune